Kreizenn kenwerzh ha greanterezh

Abaoe 1994 eo krog ospital ha liesklinikenn Pondi, get ospital kêr Loudieg e-kichen, da zegas kemmoù don er c’hinnig prederioù en ospitalioù.

Da-heul ar c’hemmoù-se e tle bout krouet, avamañ da 2010, ur pol yec’hed hepken, publik ha prevez, hag a dolpo er memes lec’h an obererezhioù mezegiezh, surjianerezh ha gwiliouderezh, hag an ardivinkoù bras ag an 8vet gennad yec’hedel e Breizh.

D’ar 1añ a viz Genver 2005 e oa bet kendeuzet pennospitalioù Pondi ha Loudieg da stummiñ pennospital etrekumunel Kreiz Breizh (PEKB). Get hennezh e vez tolpet an holl servijoù ospital publik e Kreiz Breizh.

Lakaet eo bet sez PEKB e Pondi, da c’hortoz ma vo kaset d’ar pol yec’hed nevez, e Kerioù, tost d’an hent-tizh Pondi-Loudieg.

Engouestlet eo Pondi er gennad sokial, hag ez eo. Se a vez diskouezet get Ti ar C’hengred, a ro bod, e kreiz-kêr, d’ar Sikour Katolik, da Vank ar boued, da Zegemer ha ranniñ ha da Bretioù ar galon.

Pondi zo sez ur bastell-vro sokial e departamant ar Mor-Bihan. Reiñ a ra bod da servijoù ag ar c’hef goproù-tiegezh (KGT), ar c’hef kentañ asurañs kleñved (KEFKAK), Unvaniezh-departamant ar c’hevredigezhioù familh (UDKF) ha Kuzul-departamant ar Mor-Bihan.

E Pondi emañ ivez sez daou ensavadur servij skoazell dre al labour (ESSL), a veze anvet gwezharall kreizennoù skoazell dre al labour (KSL), ha daou ensavadur mezegel-micherel.

A-hend-arall, KKSMM (Kevredigezh kenemprañ sokial ha micherel ar Mor-Bihan, KLIK (Kevredigezh labour implij kengred), RETRITEX (Kompagnuned Emmaüs), Mignoned an Nervenn Vras ha Pondi Kumuniezh, a laka da dalvout razh doareoù ar c’henemprerezh dre an implij : kevredigezh hanterourez, embregerezh kenempriñ, atalier kenempriñ, chanterioù kenempriñ.