Evit ar wezh kentañ en ur garta ag an 12vet-13vet kantved

Ar manac’h breizhat Ivi, hervez an hengoun, zo diazezer Pondi. Hennezh, daet a vanati skosat Lindisfarne er 7vet kantved, en dehe savet un orator àr ribl ar Blavezh hag àr-lerc’h en dehe savet ur pont àr ar stêr, zo bet roet e anv d’al lec’h : Pont Ivi.

Siwazh, n’eus tra erbet é reiñ testeni ag an darvoud-mañ anavet get an dud gras da istorourion an 19vet kantved. Daoust da se eo Sant Ivi sant patrom Pondi, pa’z eus ur chapel gouestlet dezhañ er gêr gozh.

Dre ma n’eus ket aspadennoù ag an amzer gozh e ranker en em ziazezañ àr ar skridoù da gentañ da studiañ istor Pondi. Meneget eo kêr evit ar wezh kentañ en ur garta ag an 12vet-13vet kantved. Hervez ar skrid emañ hospitalis de pontivi evel e dalc’h marc’heion Sant Yann Jeruzalem.

Emañ Pondi, en amzer-hont, e dalc’h beskonted Roc’han, bet krouet er c’hantved a-raok goude ranniñ beskontelezh ar Porc’hoed. Anvet eo bet diàr an anv-lec’h Roc’han, rak eno eo bet lakaet sevel e gastell get Alan, beskont kentañ ag an dierniezh.

Er veskontelezh-mañ, astennet àr ur vro ec’hon etre an Oud, ar Skorf, ar Blavezh hag an Evel, e oa bet kavet 5 marc’heg da vont e servij arme dug Breizh e 1294.