Hentoù stank é kas da bep lec’h, hentoù kirri, hent-houarn ha kanolioù

Korn-bro Pondi zo ennañ ur rouedad hentoù stank a-walc’h a oa bet krouet er 17vet hag en 18vet kantved. Adal kreiz-kêr ez eus dek hent departamant, evit gwir, é kas a bep tu hag é frammiñ holl ar rouedad hentoù.

Abaoe 1992 e c’heller ober hogozik tro kêr get an hent dizroet norzh-su. A-benn nebeut e c’hello an dud ober tro kêr penn-dre-benn get un hent dizroet norzh-kornôg.

An hent dizroet norzh-su a ya d’ober ul lodenn ag ar programm Triskell, zo ennañ an tri hent peder forzh, a gas da Sant-Brieg, an Oriant ha Gwened. E Pont ar Moc’h, e Pondi, e kej an tri hent-se.

Al linenn hent-houarn an Alre Sant-Brieg a dremen ivez dre ar gêr. Kregiñ a ra en Alre ha monet a ra tre e Pondi dre ribl dehou ar Blavezh a-raok monet trema ar ribl kleiz ma tremen e kreiz-kêr dre un ant don.

Al linenn-mañ eo al linenn hent-houarn nemeti a liamm kreisteiz ha hanternoz Breizh. Talvezout a ra da gas marc’hadourezh, dreist-holl treniadoù leun a blant diaoz. Darempredet e vez ivez get un tren a gas touristed da bourmen e flondrenn ar Blavezh e-pad an hañv.

Abaoe m’eo bet kempennet kanol ar Blavezh hag ar ganol Naoned-Brest, en 19vet kantved, emañ Pondi dres el lec’h ma kej an eil get egile. Hentoù bageüs Pondi a ya da liammañ Brest, an Oriant ha Naoned, e stumm un Triskell stêrioù a c’heller keñveriañ get an triskell hentoù a liamm Sant-Brieg, an Oriant ha Gwened.

Ar c’hobar genwerzh ziwezhañ a oa tremenet e Pondi e 1964. Hiziv e talv ar c’hanolioù hag an hentoù-stlejañ zo a bep tu dezhe da vageal, da bourmen, d’ober troiadoù-kerzhet, d’ober kanoe-kaiak ha da besketa.