Digor àr ar bed

Ar Vretoned o deus ergerzhet an holl vorioù en arbenn da bobloù ar bed. Pondi he deus roet meur a vartolod bras d’ar vro, ha lusket eo get ar memes spered digor a vroud da zizoleiñ broioù arall.

E 1958 he doa sinet un emglev gevelliñ kentañ get ar gêr saoz a dTavistock, en Devon.

Goude-se eo bet kevelet get teir c’hêr arall àr gevandirioù Europa, Amerika hag Afrika : Wesseling en Alamagn, Napoleonville er Stadoù-Unanet hag Ouelessebougou e Mali.

Skoulmet e oa bet an emglev gevelliñ get Oueslessebougou e-sell da gas àr-raok ar c’henlabour hag an diorren etre broioù an norzh ha broioù ar su. E-kreiz ur Vreizh kengret ha prest da ranniñ, ez eztaol un uhelvennad a beoc’h, a justis hag a gengred. Amañ, e lec’h arall hag e pep lec’h.